Rannfrazenn anv

Er yezhoniezh e vez implijet an termen rannfrazenn anv pe sintagm-anv (saoz: noun phrase, diverraet NP) evit komz eus ur sintagm ganti da benn un anv-kadarn pe ur raganv pe o-unan pe implijet a-gevret gant renadennoù.

Bez' e c'hell ur rannfrazenn anv talvezout da arguzenn ur verb, da skouer rener, renadenn pe doareenn.

Setu ar renadennoù a c'heller implijout a-gevret gant un anv-kadarn evit sevel ur rannfrazenn anv :

A-wezhoù e c'hell en em derc'hel rannfrazennoù anv evel anvioù-kadarn, da skouer e brezhoneg al lostgerioù diskouezañ a vez staget ouzh ur sintagm-anv en he fezh kentoc'h evit ouzh an anv-kadarn spisaet gant ar ger diskouezañ war-eeun, da skouer, hep derc'hel kont eus ar ger-mell strizh ret e seurt degouezhioù e brezhoneg:

Stag ouzh ar rannfrazenn anv
"An taolioù bras-se"
{[frazenn-anv.anv-gwan].lostger diskouezañ}
Stag ouzh an anv war-eeun
*"An taolioù-se bras"
{[anv-kadarn.lostger diskouezañ].anv-gwan}

Developed by StudentB